• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sal ar gouelioù : maen kentañ ar greizenn Dan ar Braz a zo bet lakaet

Degemer Neventi Neventi

Sal ar gouelioù : maen kentañ ar greizenn Dan ar Braz a zo bet lakaet

Sal ar gouelioù : maen kentañ ar greizenn Dan ar Braz a zo bet lakaet Kreizenn Dan ar Braz a zegemero abadennoù sport ha sevenadurel liesseurt adalek 2021, abadennoù evit an holl aozet gant ar c’hevredigezhioù. Luc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel/ Pascal Perenneg
Le 14/11/2019 • Mis à jour le 14/11/2019 | 10h51

Pa n’eus ket ken eus sal an Tog Ruz hag evit ledanaat dibab al lec’hioù buheziñ e Kemper, e vo brasaet kreizenn Penwiler gant ur sal ar gouelioù nevez e deroù 2021. Savet e vo e-tal Tachenn an Diskouezadegoù Kemper Kerne. Añvet e vo ar sal nevez-se Kreizenn Dan ar Braz, diwar ziviz ar c’huzul-kêr.

Luc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel / Pascal Perenneg

Rak divizet he deus Kêr Gemper, evit enoriñ an arzour kemperat brudet, lakaat e anv d’ar savadur a zegemero abadennoù sport ha sevenadurel liesseurt aozet evit an holl gant ar c’hevredigezhioù. Bez’ e vo 1787 m² a ichoù en holl (degemer, sal ha sal-ren).

Postet e vo 5,8 milion a euroioù PTB en holl. Kroget e oa bet al labourioù d’ar 27 a viz Eost tremenet gant an douarañ. Padout a raint ur bloavezh hanter dre vras.

Maen kentañ ar greizenn Dan ar Braz a zo bet lakaet d’ar 7 a viz Du, dirak an dilennidi hag an arzour kemperat. Maen kentañ ar greizenn Dan ar Braz a zo bet lakaet d’ar 7 a viz Du, dirak an dilennidi hag an arzour kemperat.Luc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel / Pascal Perenneg