• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Tres Nedeleg din : tapit krog en ho kreionoù, bugale !

Degemer Neventi Neventi

Tres Nedeleg din : tapit krog en ho kreionoù, bugale !

Tres Nedeleg din : tapit krog en ho kreionoù, bugale ! Digor eo ar genstrivadeg Tres Nedeleg din d’ar vugale etre 3 ha 12 vloaz. Luc’hskeudenn: Jean-Jacques Banide
Archives
Le 06/11/2019 • Mis à jour le 06/11/2019 | 16h28

Adlañset eo ar genstrivadeg « Tres Nedeleg din » gant Ti-kêr Kemper, evit bugale Kemper etre 3 ha 12 vloaz, skoliataet e Kemper pe o taremprediñ ur greizenn-dudi e kêr.

An arzourien yaouank o deus betek ar Merc’her 11 a viz Kerzu, da 5 e gm koulz diwezhañ, evit kas o zresadenn d’an ti-kêr kreiz-kêr pe d’an tiez-kêr karter, an hini tostañ d’o zi. Rannet e vo an tresadennoù etre tri rummad: 3/5 bloaz, 6/8 vloaz ha 9/12 vloaz.

Goulennet e vez kinnig an tresadennoù war follennoù-paper A4 a-led (furmad doare gweledva). Pep tresadenn a vo da gas gant ur baperenn-c’hoari, hag a gaver en ti-kêr hag en adtiez-kêr Kerfeunteun, Penharz hag an Erge-Vihan.

Gounezerien pep rummad a vo profet levrioù dezho.

Roet e vo ar prizioù d’ar Merc’her 18 a viz Kerzu da 4 e30 gm en Ti kêr ha tolpad-kêrioù, gant merenn vihan da-heul. Diskouezet e vo an tresadennoù e hall an ti-kêr adalek an 18 a viz Kerzu betek an 8 a viz Genver, hag en adtiez-kêr eus an 9 betek ar 24 a viz Genver.

Pellgargañ ar reolennoù hag ar baperenn-enskrivañ

Titouroù pleustrek

  • Eus an 23/10/2019 d’an 11/12/2019