• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Liorzh « an dud dispar » : ul lec’h evit en em gavout ha komz

Degemer Neventi Neventi

Liorzh « an dud dispar » : ul lec’h evit en em gavout ha komz

Liorzh « an dud dispar » : ul lec’h evit en em gavout ha komz Liorzh « an dud dispar » zo ur raktres kaset en-dro gant KOSG Kemper.Kêr Gemper – Jean-Jacques Banide
Le 10/10/2019 • Mis à jour le 10/10/2019 | 15h28

Raktres « liorzh an dud dispar » zo kaset en-dro gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun abaoe 2017. Lakaat a ra e darempred tud a bep seurt, sikouret gant ar servij « kenemprañ dre al lojañ », hag a zo o vevañ en ur stad vresk hag o-unan alies-mat.

Gellout a reer kas ar raktres-se da benn a-drugarez ur yalc’had 2000€ roet gant Ajañs Rannvroel ar Yec’hed goude ur galv da raktresoù, ha renezevet 3 bloaz zo.

Liorzh « an dud dispar » zo he fal lakaat asambles tud o devez diaesterioù evit sevel ul lec’h kenstroll ha kenlabour. Amañ ez eus anv da grouiñ ul liorzh ; ul lec’h d’en em gavout gant tud all ha da gomz, savet hervez c’hoantoù pep hini.

En endro-se, an obererezhioù kinniget a laka an dud da adkavout an diazezoù gant un distro d’ar vammenn. Un doare da labourat gant an implijerien war ar « bezañ gwelloc’h », ha dre-vras war an doare da vezañ sognet.

Boulc’het e oa bet an ober-se e miz Meurzh 2017 gant kejadennoù laouen. Un digarez d’ober anaoudegezh an eil gant egile, da aesaat ar c’hej ha da lakaat diwanañ mennozhioù evit krouiñ al liorzh.

Evit kas ar raktres-se da benn ez eus bet ur c’henlabour strizh etre labourerien sokial ar c’hKOSG hag ur vaouez karget eus ar buheziñ e servij an endro e ti-kêr Kemper. Abaoe deroù ar raktres e vez kinniget stalioù bep pemzektez evit ma c’hallo pep hini kemer perzh hervez e lusk hag e c’hoantoù.

Kendalc’het eo bet al labour e-pad daou vloaz evit sevel meur a dra hollbouezus evit ma raio berzh-mat al liorzh : sevel un ti-gwer hag ober un dar beton da staliañ ul lochennig liorzh. Un alez ha diri a gas d’al liorzh legumaj zo bet savet. Predoù a-stroll, fardet gant legumaj dastumet el liorzh, zo bet aozet ha poltriji zo roet da bep hini eus an dud o doa kemeret perzh, da zerc’hel soñj eus al labour graet.

Pep hini a laka e boan evit reiñ buhez d’an dachenn diavaez-se, lod eus an dud a zeu en diavaez d’ar mareoù boas zoken.

Raktres al liorzh zo unan war hir dermen hag obererezhioù all zo da vezañ aozet er mizioù da zont dija: sevel ha staliañ ur c’hlud, deskiñ teknikoù biologel…..

Emeur o soñjal en ur raktres produiñ legumaj biologel gant kevredigezh Legumajerien ar Gilvid. Ar c’henlabour-se a zlefe dont war wel a-benn fin ar bloaz.