• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Parkañ digoust d’ar Sadorn goude kreisteiz

Degemer Neventi Neventi

Parkañ digoust d’ar Sadorn goude kreisteiz

Parkañ digoust d’ar Sadorn goude kreisteiz Le stationnement sur voirie quai de l'Odet.Photo : Pascal Pérennec
Le 13/09/2019 • Mis à jour le 13/09/2019 | 14h20

Adalek ar 7 a viz Gwengolo e vo digoust parkañ e straedoù kreiz-kêr bep Sadorn goude kreisteiz (1100 plas parkañ).

Ar parklec’hioù e savadurioù ha kloz (Teodor ar Harz, De Lattre de Tassigny, C’hoariva Kerne, hini ar Stêr-Deir hag an Tour d’Auvergne) n’emaint ket er stignad lakaat digoust-mañ. Paeañ a ranker bepred evit mont enno eta. Da zerc’hel soñj, parkañ war takadoù-bale a chom difennet groñs.

Aesoc’h bepred mont d’ar stalioù

Klokaat a ra ar muzul nevez-mañ an diferadennoù a zo bet lakaet e-plas gant ar c’huzul-kêr evit lakaat aesoc’h mont d’ar stalioù ha sachañ muioc’h a dud etrezek kreiz-kêr :

  • parkañ digoust er straedoù, bemdez etre 12e ha 2e gm hag adalek 5e gm
  • Kreskiñ niver ar bonnoù « arsav berr » hag a ro an aotre da barkañ digoust e-kichen kreizig-kreiz kêr e-pad 30 munutenn ar muiañ.
  • Mont en-dro ar vulzun digoust « QUBCity » a dremen dre straedoù kreizig-kreiz kêr adalek al Lun betek ar Sadorn. 100% tredan. Treugiañ a ra an ti-gar hag an iliz-veur, ar sinema liesplezh, kreizenn an abadennoù hag an arsav « Rezistañs ». War an takad-bale e c’hell ar vulzun bezañ galvet da chom a sav gant ar veajourien n’eus fozh pelec’h e vefe war he hent, kenkoulz evit pignat e-barzh pe diskenn, un doare da gaout meur a zibab moned e kalon kêr.

Busoù digoust bep Sadorn vintin (betek 1e gm)ha d’ar Sul a-hed an deiz war rouedad busoù ar c’hKUB. Digoust eo bemdez ivez evit ar vugale dindan 6 vloaz, war holl linennoù ar rouedad.

Evit kaout titouroù : Servij parkañ - 02 98 98 88 93