• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Divyezhegez : ledanoc’h e vo ar c’hinnig

Degemer Neventi Neventi

Divyezhegez : ledanoc’h e vo ar c’hinnig

Divyezhegez : ledanoc’h e vo ar c’hinnig Deskiñ un tamm brezhoneg gant Mervent. Luc'hskeudennoù : Jean-Jacques Banide
Le 05/04/2019 • Mis à jour le 05/04/2019 | 10h18

A-benn distro-skol miz Gwengolo e tegemero ar skol Yves ar Mañcheg he skolidi gentañ enskrivet en hentad galleg-brezhoneg. C’hoant he defe kêr da zigeriñ un eil lec’hienn divyezhek evit kempouezañ ar c’hinnig er gumun. Digor eo an enskrivadurioù !

Bez’ e vo unan eus nevezentioù bras an distro-skol : digoret e vo un eil hentad divyezhek galleg-brezhoneg e Kemper. « Un hentad divyezhek zo er skol Jacques Prévert dija, er skol-vamm hag er c’hentañ derez war un dro. Evit kempouezañ ar c’hinnig er gumun en doa c’hoant an ti-kêr da zigeriñ un eil hentad », eme Jean-Pierre Doucen, an eilmaer karget eus an deskadurezh hag ar brezhoneg. Emañ an diorroadur-se ivez e-barzh engouestloù ar garta Ya d’ar brezhoneg. Ar skol Yves ar Mañcheg, en Douar Du, zo bet choazet evit an dra-se.

E Kemper emañ al lec’h skoliata diouzh al lec’h m’emañ ar gerent o chom. C’hwec’h tolead zo bet termenet. Ar rannañ e toeladoù avat ne sell ket ouzh an hentad divyezhek a zo digor d’an holl Gemperiz vihan, hag ivez da skolidi ar c’humunioù tro-dro pa ne c’hallont ket kaout un deskadurezh seurt-se en o c’humun. An danvez skolidi a rank bezañ ganet e 2014, 2015, 2016 pe 2017 evit mont e-barzh ar c’hlas-mamm nevez-se, gant meur a live.

Un tañva eus ar brezhoneg evit ar re vihanañ

El liesdegemer « Ar Voused Vihan », a zo e Kemper, e kemer perzh ar re vihanañ, oadet etre 10 sizhun ha 3 bloaz, e mareoù ma roer un tañva eus ar brezhoneg dezho. Rak peder gwazourez, hag a zo desaverezed vugale yaouank pe eilbabigourezed, a gomz brezhoneg ganto e-pad obererezhioù zo. Emeur o paouez staliañ panelloù divyezhek ivez e-barzh al lec’h-se. Anavezet eo bet an ober-se gant ul label bet roet gant Divskouarn, ur gevredigezh hag a sikour diorren ar brezhoneg er frammoù evit ar vugaligoù.

Goulennit titouroù ouzh degemer an ti-kêr, plasenn Sant-Kaourantin, digor eus al Lun d’ar Gwener (8e30 – 6e) ha d’ar Sadorn (9e – 12e), er 02 98 98 89 46 pe dre bostel (secretariat.education-enfance@quimper.bzh).

Deskiñ un tamm brezhoneg gant Mervent

Hervez ur sontadeg dre bellgomz graet gant ar Rannvro e 2018 en ur c’houlennata 8 162 den, 77 % eus tud Penn-ar-Bed a zo savet a-du evit ma vo kelennet muioc’h ar brezhoneg er skolioù.

Adembannet he deus Kêr Gemper he emouestl p’he deus sinet un emglev gant ar c’huzul-departamant, evit ar stignad deskiñ un tamm brezhoneg er skolioù kentañ derez.

Dek skol, 28 klas, e-skoaz 26 e 2017, a gemer perzh er stignad-se er bloaz-mañ, hag an dra-se e-pad 1 eur bep sizhun a-hed ar bloavezh-skol. Ar gevredigezh Mervent zo karget d’ober war-dro skolidi Kemper, evel ma vez graet amañ er skol Edmond Michelet.

Skolioù all a ra o mad eus ar stignad-se : Yves ar Mañcheg, Léon Blum, Frederik ar Gwiader, Jacques Prévert, Kergoadalez, Ar Park Bihan, Paul Grimault, Pauline Kergomard, Ferdinand Buisson.