• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Un tres nevez evit mont war velo : ruilhal a ra !

Degemer Neventi Neventi

Un tres nevez evit mont war velo : ruilhal a ra !

Un tres nevez evit mont war velo : ruilhal a ra ! La Ville mène plusieurs actions pour favoriser l'usage du vélo.Photo : Jean-Jacques Banide
Le 20/03/2019 • Mis à jour le 20/03/2019 | 12h14

Evit gouzout pep tra diwar-benn rouedad velo Kemper, goulennit an tres nevez embannet gant Kêr ! Gallout a rit tapout skouerioù anezhañ e degemer an tiez-kêr karter, en ti-kêr, e ti an douristed, er straed Elie Freron pe c’hoazh pellgargañ anezhañ war al lec’hienn web-mañ.

Le plan des itinéraires cyclables de Quimper. Le plan des itinéraires cyclables de Quimper.Tres an hentoù beloioù e Kemper. Evit sevel an tres-se ez eo bet renablet an holl hentoù beloioù a zo anezho, hag ivez an holl hentoù liammañ erbedet. Lakaet eo war wel ennañ ivez an takadoù 30, an hentoù daoudu ma c’haller mont war velo ha kelaouiñ a ra an dud diwar-benn ar c’hempennadurioù a vo graet war verr dermen.

En tu gin e kavoc’h titouroù prizius evit mont gant divrodegoù : panelloù kod an hent, ar rikoù ret hag erbedet, erbedadennoù evit ruilhal mat hag ar c’hempennadurioù a bep seurt graet evit ar beloioù.

Ar servij feurmiñ VéloQub a zo kinniget en teul-se ivez. Ur wech pleget e c’haller lakaat anezhañ aes en ur chakod pe en ur sac’h. Gant ar paper dalc’hus oc’h sur da c’hallout implijout anezhañ meur a wech hag e-pad pell amzer. Ganeoc’h e vo bepred !

Le plan des itinéraires et pistes cyclables.Voir l'image en grand Le plan des itinéraires et pistes cyclables.