• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Quimper+, an arload a aesa kêr !

Degemer Neventi Neventi

Quimper+, an arload a aesa kêr !

Quimper+, an arload a aesa kêr ! Facile, intuitive, Quimper+ permet à chacun de faire remonter un problème aux services municipaux.Photo : Laurent Laveder
Le 20/03/2019 • Mis à jour le 20/03/2019 | 12h05

Reiñ a ra Kêr Gemper lañs d’he arload Quimper+ a c’hallit pellgargañ gant ar chomlec’h-mañ quimperplus.bzh dre ho poellgomzer pe ho tablezenn. Daou servij pleustrek zo kinniget : kemenn an traoù a-dreuz war an domani foran ha parkañ e kêr.

Gant Quimper+, e kemennan an traoù a-dreuz !

Gant an arload e c’hall an dud reiñ da c’houzout traoù a-dreuz war an domani foran (lastez diskarget hep aotre, gouleier siek, panelloù-heñchañ gwastet…) ha gouzout penaos ez a o c’hemennoù war-raok.

Evel-se, gant ur gartenn etreoberiat hag ur furmskrid enlinenn e c’hallo tud Kemper kelaouiñ an Ti-kêr pa vo un dra a-dreuz pe un darvoud. Ur wech enrollet ar c’hemenn e kaser anezhañ war-eeun d’ar servijoù a zere evit ma c’hallint renkañ an traoù.

Ur c’hod heuliañ a roer da bep kemenn hag a gaser d’an den dezhañ da welet penaos ez a e c’houlenn war-raok. Kerkent ha ma vo renket an traoù e vo kaset ur postel kadarnaat dezhañ evit kelaouiñ anezhañ.

Dre an arload-se eo pedet an dud gant an ti-kêr da sikour gwellaat ha kempenn an domani foran.

Gant Quimper +, e parkan ma c’harr aes !

Gant an arload Quimper +, ur servij all, e c’hall an dangarrerien parkañ aesoc’h o c’hirri e kreiz-kêr. Rak gallout a reer bremañ kaout titouroù bep ma teuont gant ur poellgomzer, gant kartennoù evit gouzout pet plas vak a zo er parklec’hioù diavaez meret gant Kêr Gemper.

Gant an arload e c’haller ivez paeañ e blas pa barker e garr war an hent, paeañ un treziad goudeparkañ pe sevel klemm ouzh servij an hentoù hag ar parkañ.

A-benn nebeut e vo arc’hwelioù all o tont da glokaat ar servijoù kinniget.

Un arload aes d’ober gantañ !

Evit ober gant an arload Quimper+, n’eo ket diaes ! Trawalc’h eo d’an implijer kevreañ gant merdeer e boellgomzer pe e dablezenn er chomlec’h-mañ : quimperplus.bzh ha klikañ war an arc’hwel en deus c’hoant da implijout. Ne chom d’an implijer nemet heuliañ an traoù kammed-ha-kammed evit sevel e c’houlenn.

Un draig vihan evit diraez buanoc’h ar servijoù : gallout a ra an implijer krouiñ ur « berradur » war bajenn degemer e boellgomzer hag evel-se e c’hallo diraez an arc'hwelioù kerkent ha m’en do c’hoant.