Budjed

Budjed 2019 : 87,7 milion a euroioù

D’ar 7 a viz C’hwevrer e oa bet votet ar budjed evit 2019 gant kuzul-kêr Kemper. 87, 7 milion a euroioù zo ennañ. Hennezh eo 5vet budjed ar respetad.

Abaoe 2014 ez eus bet divizet gant Kêr chom hep lakaat Kemperiz da baeañ muioc’h a dailhoù. Setu e rank-hi talañ ouzh digresk bras an argant roet gant ar Stad, ha dre-se digreskiñ kalz he dispignoù dezhi, en ur virout kalite ar servij evit an dud. Diskouez a ra ivez ez eo mennet da neveziñ ha da bostañ argant, muioc’h eget biskoazh.

Ar budjed evit 2019 zo bet levezonet un tamm mat gant emdroadurioù an etrekumunelezh. E 2018 end-eeun e oa bet unvanet ar statudoù ha degemeret raktres ar gumuniezh.

E-barzh hennezh ez eus bet kinniget astenn termenadur mad ar gumuniezh a-fet an obererezh sokial evit ar vugaligoù, mererezh AHDOD ar c’humunioù, hag evit a sell sevel ha sturiañ ar c’hevratoù lec’hel evit ar yec’hed ha yec’hed ar spered. Krouet ez eus bet ivez ur gefridi « sked » ha roet ur gefridi « treuzkemm energetek » d’an DPKE.

Evel-se, abaoe ar 1 a viz Genver 2019, Kemper Breizh-Izel a seven kefridi bolitikel ar vugaligoù e-lec’h ar c’humunioù. Diwar-se, 4,6 milion a euroioù kriz a veze dispignet gant kêr Gemper a vez dispignet gant Kemper Breizh Izel hiviziken.

Ar cheñchamant kefridi evit an AHDOD en deus un efed war KOSG Kemper dreist-holl. N’eus nemet skodenn ar gumun evit treuzkas kefridi KOSG a-fet mererezh an AHDOD a zo treuzkaset da Gemper Breizh Izel.

A-hend-all e kendalc’h ar budjed evit 2019 gant ar strategiezh argant a oa bet lakaet abaoe deroù ar respetad. Gant-se e c’hall an argant chom kempouez war hir dermen, hag e c’haller postañ kalzik a argant hep lakaat an dud da baeañ muioc’h a dailhoù.

Budjed kêr Gemper a c’hoarvez eus ar budjed pennañ hag eus tri advudjed (Takadoù-annez, Feurmiñ ha tachenn-gampiñ kêr, Parklec’hioù e savadurioù).

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e