Servijoù an ti-kêr hag ar gumuniezh-kumunioù

Aozadur servijoù an ti-kêr hag ar gumuniezh

Ur velestradurezh hepken evit div strollegezh

Brieg, Edern, An Erge-Vras, Gwengad, Kemeneven, Kemper, Landrevarzeg, Langolen, Landudal, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz ha Pluguen a ya d’ober ur gumuniezh-kumunioù hag a vez meret gant servijoù a zo boutin d’ar gêr-greiz (Kemper) ha d’an Tolpad-kêrioù. Dibabet ez eus bet merañ an div strollegezh publik en ul lec’h hepken, ar pezh a oa bet kardarnaet pa oa bet treuzkaset un hollad gwazourien da Gemper Breizh Izel d’ar 1añ a viz Genver 2017.

En Ti Kêr hag an Tolpad-kêrioù, 44 plasenn Sant-Kaourantin, 29000 Kemper, emañ chomlec’h ha degemerva an div velestradurezh-se.

Pennrenezh ar servijoù

Gant pennrenerezh ar servijoù e vez renet, kenurzhiet ha kaset en-dro holl servijoù kêr hag ar gumuniezh-kumunioù.

Servijoù an ti-kêr hag ar gumuniezh zo bodet e pevar eilpennrenerezh poloù :

  • eilpennrenerezh ar servijoù teknikel,
  • eilpennrenerezh ar boblañs,
  • eilpennrenerezh ar c’hengred,
  • eilpennrenerezh an danvezioù.

Renerezh an ekonomiezh zo stag ouzh pennrenerezh ar servijoù war-eeun.

Pennrener ar servijoù : Ketty Covemaeker.

Pennrenerezh ar servijoù

Ti Kêr ha tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pennrener ar servijoù : Ketty Covemaeker
Darempred : 02 98 98 88 53

Kabined ar maer / ar prezidant

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù Kemper
44 plasenn Sant-Kaourantin
CS 26004
29107 Kemper

Rener ar c’habined, rener ar c’hehentiñ : Bernard Keraudren
Kenlabourerien ar c’habined : Olivier Boyer ha Nicolas Le Correr.
Atebeg an darempredoù foran : Patrice Trevetten.

Sekretouriezh : 02 98 98 89 71