Ar c’huzul-kêr, ar maer, an dilennidi

Dilennet e vez ar c’huzul-kêr evit c’hwec’h vloaz gant keodedourien ar gumun enskrivet war rolloù an dilennerien. E Kemper ez eus 49 ezel ennañ : 38 ezel eus ar muianiver, hag 11 ezel eus ar bihaniver.

Ar maer

Ludovic Jolivet, maire de Quimper Ludovic Jolivet, maire de Quimper, président de Quimper Communauté.Photo : Pascal PérennecLudovic Jolivet, penn al listenn « Vive Quimper », a oa bet dilennet da vaer Kemper d’ar 6 a viz Ebrel 2014.

Maer Kemper - Ti kêr ha tolpad-kêrioù 44, plasenn Sant-Karourantin 29000 Kemper - ludovic.jolivet@quimper.bzh - Pellgomz : 02 98 98 89 45 Pelleiler : 02 98 95 48 45
Lec’hienn Genrouedad : http://ludovicjolivet.fr/ - Micher : Kuzulier war ar c’hehentiñ

15 eilmaer zo tro-dro dezhañ

  • Isabelle ar Bal : eilmaerez 1añ, karget eus ar velestradurezh hollek
  • André Gwenegan : 2l Eilmaer karget eus ar c’hoskor hag eus an darempredoù diavaez gant ar gevelerien
  • Georges-Philippe Fontaine : 3e eilmaer karget eus an arc’hant hag eus ar strategiezh arc’hant
  • Guillaume Mengi : 4e eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, eus neveziñ kêr hag eus an takadoù glas
  • Danielle Gareg : 5vet eilmaerez karget eus an aferioù sokial hag eus ar yec’hed Marie ar Gall : 6vet eilmaerez karget eus an nammoù, ar fiñvusted, ar vonedusted hag eus surentez ar savadurioù (tiez ma vez degemeret tud + bodad surentez)
  • Allain ar Rouz : 7vet eilmaer karget eus ar sevenadur
  • Alain Gwilhoù : 8vet eilmaer karget eus ar pleustriñ sportoù
  • Ariane Faye : 9vet eilmaerez karget eus ar berzh en desaverezh hag eus ar vugaligoù
  • Jean-Pierre Doucen : 10vet eilmaer karget eus an deskadurezh hag ar brezhoneg
  • Valérie Gacogne : 11vet eilmaerez karget eus gouarnerezh nevez ar politikerezhioù foran
  • Philippe Kalvez : 12vet eilmaer karget eus kenurzhiañ tiez-kêr ar c’harterioù, eus an demokratelezh nes, eus buhez ar c’hevredigezhioù hag eus ar gennad sokiosevenadurel
  • Valérie Lecerf-Lived : 13vet eilmaerez karget eus karter Penharz
  • Corine Nicolas : 14vet eilmaerez karget eus an Erge-Vihan
  • Christian ar Bihan : 15vet eilmaer karget eus karter Kerfeunteun

Kuzulierien-kêr all ar muianiver

  • Jean-Marc Quiniou
  • Valérie Postic
  • Dominique Scoarnec
  • Agnès Tardiveau
  • Yves Gentric
  • Nicolas Gonidec
  • Gwenaëlle Gouzien
  • Anne-Marie Stenou

Ar c’huzulierien-kêr all eus ar muianiver

  • Roland Angotti
  • Thomas Couturier
  • Marie-Christine Coustans
  • Didier Lennon
  • Karine Arz
  • Christian Rose
  • Fabienne Coïc
  • Marc Chauvin
  • Claire Levry-Gérard
  • Nathalie Angot
  • Valérie Laizé
  • Maëlig Le Nair
  • Caroline Amiot
  • Dominique Lambert
  • Oumar N'diaye

Kuzulierien-kêr an tu enep

  • Gilbert Gramoullé
  • Nolwenn Macouin
  • Brigitte Le Cam
  • Mélanie Thomin
  • Anne Gouerou
  • Karim Ghachem
  • Daniel Le Bigot
  • Laurence Vignon
  • Piero Rainero
  • Matthieu Stervinou

Diwar-benn ar c’huzul-kêr

Dilennet e vez ar c’huzul-kêr evit c’hwec’h vloaz gant keodedourien ar gumun enskrivet war ar rolloù an dilennerien. E Kemper ez eus 49 ezel ennañ : 38 ezel eus ar muianiver, hag 11 ezel eus ar bihaniver. Divizout a ra ar c’huzul-kêr war an teuliadoù a sell ouzh mererezh ar gumun ha madoù ar gumun : ar c’hêraozañ, an hentoù, ar yac’husted ha naetadurezh kêr, ar stourm a-enep an dic’hlannoù, an takadoù glas, an deskadurezh hag ar yaouankiz, ar vugaligoù hag ar vugale, ar sevenadur, ar sport, an takadoù glas, an aferioù sokial, dizarbenn ar felliezh…

En em vodañ a ra dek gwech ar bloaz well-wazh. Digor d’an holl eo an dalc’hoù. Ar goulennoù enskrivet war ar roll-labour a vez lakaet gant ar maer. An teuliadoù a vez savet e meur a bazenn a-raok ma vefe divizet warno gant ar c’huzul-kêr :

  • ul labour prientiñ an testennoù a vez graet gant servijoù Kêr
  • sellet e vez outo gant ar burev-kêr (ne vez ket graet bep taol dre ret), ennañ ar maer hag an eilmaered
  • studiet e vezont er bodadoù-kêr a zo enno dilennidi anvet hervez ar mouezhiañ kenfeurel

E-pad bodadegoù ar c’huzul-kêr e vez galvet ar guzulierien da vreutaat pep goulenn ha da vouezhiañ evit pep teuliad. An diviz diwezhañ, pe divizadeg ar c’huzul-kêr, zo degemeret gant ar muianiver dreistel eus ar mouezhioù eztaolet.

Sikutet e vez an divizadegoù goude bezañ skritellet ha kaset d’ar Prefeti.