Kuzulioù-karter

Ar c’huzulioù-karter : amprouiñ ar geodedouriezh

E-barzh he folitikerezh evit diorren an demokratelezh nes eo krog kêr Gemper gant stignadoù hag a bled dreist-holl gant :

  • rannañ an titouroù,
  • ober fed d’ar geodedourien ha doujañ anezho,
  • al liesseurted,
  • ar c’henlabour etre obererien a bep seurt ar gumun.

Ar c’huzul-karter zo un elfenn bouezus e-touez ar stignadoù-se. Bez’ eo ul lec’h evit divizout ha pinvidikaat ar vuhez publik lec’hel hag evit embann goulennoù, kinnigoù, alioù war ar raktresoù a sell ouzh buhez an annezidi. Mont a raint en-dro e kenlabour strizh gant an eilmaered karget eus ar c’harterioù ha gant an eilmaer karget eus kenurzhiañ tiez-kêr ar c’harterioù, eus an demokratelezh nes, eus buhez ar c’hevredigezhioù hag eus ar gennad sokiosevenadurel.

Termenet eo bet an doareoù da sevel ar c’huzulioù-se en ur garta adnevezet evit kuzulioù-karter Kemper, hag a oa bet degemeret e kuzul-kêr ar 25 a viz Ebrel 2014.

An istor hag ar reolennoù

Al lezenn eus ar 27 a viz C’hwevrer 2002, diwar-benn an demokratelezh nes, a laka ur framm evit gallout kemmañ divizoù seveniñ ar galloud hag o finvidikaat, dre sevel kuzulioù-karter da skouer, hag a laka dont ur galloud aliañ nevez evel-se.

Gant ar framm lezennel-se ez eus frankiz da aozañ ar c’huzulioù-karter evel ma karer. Ret eo bremañ da skipailh nevez an ti-kêr aozañ an doareoù da reiñ ar gomz da dud Kemper hag o lakaat e pleustr. Anv zo, ouzhpenn se, da ginnig ur respont dereat d’an dud o deus c’hoant da sevel ur benveg gwirion evit an demokratelezh nes hag a zalc’h kont eus ar pezh a c’hoarvez e Kemper.

Al lusk a vo roet a zalc’ho kont eus deiziadur ar c’huzul-kêr evit ma vo kaset an alioù, ar c’hinnigoù hag an hetoù d’an dilennidi asambles gant divizadegoù ar c’huzul.

Un aozadur oc’h emdreiñ

Kinnig a reer e karta ar c’huzulioù-karter un aozadur nevezus, evit ober eus ar c’huzulioù-se n’eo ket kambroù marilhañ, met gwir skolioù da zeskiñ ar geodedouriezh : ar c’harter, ul lec’h a nested hag a genskoazell, a c’hall dont da vezañ gant ar c’huzulioù-karter, ul lec’h evit gwellaat ar geodedouriezh.

Diazezet eo aozadur ar c’huzulioù-karter war ar pennaennoù-mañ :

  • penaenn ar geodedouriezh oberiant : anv zo da reiñ ur plas kreiz ha ledan d’an annezidi ha mirout a c’hervel an dud a volontez vat nemetken. Kement-se a gas ac’hanomp da implijout an tennañ d’ar sort evit dibab tud diwar rolloù an dilennerien.
  • anavezout kiriegezh an annezidi. Kement-se a dalvez e vo kinniget an alioù eztaolet er c’huzulioù-karter d’ar c’huzul-kêr evit gwir. Prometiñ a ra hennezh e vo kaset ur respont d’ar c’huzulioù-karter.
  • pennaenn al liesseurted. Gwarantet eo gant an tennañ d’ar sort liammet ouzh dezverkoù a bep seurt (oad, rummad, karter bihan,…), ha klokaet e vo gant ur galv d’al labour a-youl vat.
  • pennaenn ar c’henlabour : lec’hioù kenober e vo ar c’huzulioù-karter e-lec’h ma c’hallo bezañ darempredoù a genskoazell etre an annezidi, ar c’hevredigezhioù, an ensavadurioù a bep seurt, an dud a vicher a labour war dachenn an obererezh publik hag an dilennidi.

Ar pennaennoù-se a gas da sevel daou golaj :

  • kolaj an annezidi, a zo ennañ 20 plas evit an dud tennet d’ar sort war rolloù an dilennerien ha 15 plas evit an dud a-youl vat,
  • kolaj ar c’hevredigezhioù hag an oberien sokiomicherel, a zo 14 plas ennañ.

Roll an dilennidi er stignad

Er stignad-se e kemer perzh an dilennidi-kêr en divizoù hep gallout mouezhiañ. An eilmaer evit ar c’harter a c’hoari ur roll pouezus evit kas an divizoù en-dro, evit ober war-dro ar goulennoù, kelaouiñ, degemer ha heuliañ an alioù. Gant an eilmaer-karter, harpet gant servijoù an ti-kêr, e vez graet ar c’henurzhiañ etre ar strollegezh hag ar c’huzul-karter. Ober a ra traoù a-gevret gant ar c’huzul-karter evit luskañ buhez ar c’harter.

Gant an eilmaer karget eus kenurzhiañ tiez-kêr ar c’harterioù, eus an demokratelezh nes, eus buhez ar c’hevredigezhioù hag eus ar gennad sokiosevenadurel, e vez savet ha kenurzhiet stignad kendivizout ha perzhiañ ar geodedourien. Goulenn a reer digantañ ober al liamm etre an dilennidi, ar c’huzulioù-karter, ar servijoù hag an obererien a bep seurt. Den-dave karter kreiz-kêr eo.

Displegañ a reer dre ar munud er garta penaos eo frammet ar c’huzulioù-karter. Gallet e vo, evel-just, gwellaat ar framm-se hervez ar prizadurioù bloaziek a vo da-heul.

Dilennidi-karter a selaou ac’hanoc’h

Gallout a rit mont e darempred gant ho eilmaer-karter :

  • Philippe Kalvez, eilmaer karget eus kenurzhiañ tiez-kêr ar c’harterioù, eus an demokratelezh nes, eus buhez ar c’hevredigezhioù hag eus ar gennad sokiosevenadurel
  • Valérie Lecerf-Lived / Penharz,
  • Corinne Nicolas / An Erge-Vihan,
  • Christian ar Bihan / Kerfeunteun,

Gallout a rit mont e darempred gant servij demokratelezh nes Kêr Gemper er 02.98.98.86.48 pe er 02 98 98 89 04 ha dre bostel : conseils.quartier@quimper.bzh.

Pevar c’huzul-karter

Ar pevar c’huzul-karter a chom feal d’ar c’humunioù istorel ha klask a reont bezañ an tostañ ar gwellañ d’an Enezennigoù Strollet evit an Titouriñ Strategel (ESTS) : Kreiz-kêr, an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz.

Kement ha bezañ da vat ganti, setu skouerioù temoù :

  • Kêraozañ (Steuñv lec’hel ar c’hêraozañ, raktresoù sevel tiez, Oberiadennoù evit adneveziñ kêr, lec’h an aveadurioù foran…)
  • Monedone e kêr (monedusted, tremenerezh ha surentez war an hent, panellerezh ha gouleier triliv, mont-ha-dont dous, parkañ, treuzdougen a-stroll…)
  • Diorren padus hag espern energiezh (annez, savadurioù foran, raktresoù kêraozañ…)
  • Savadurioù foran (kempenn, adkempenn, lakaat da dalvezout…)
  • Bugale/Yaouankiz (dudi, tachennoù-c’hoari, obererezhioù troskol …)
  • Takadoù glas (terkañ an ardremez, diskoultrañ ha tailhañ girzhier, lakaat bleunioù, merañ a-ziforc’h…)
  • Arrebeuri kêr (bankoù foran, arsavioù bus, gouleier foran…)
  • Teknologiezhioù nevez (stignoù pellgomzerezh hezoug, diorren an niverel…)
  • Naetadurezh ha mererezh al lastez (merañ al lastez-ti, diveskañ al lastez…)
  • Servijoù publik (gwellaat, kemenn ar pezh n’a ket mat en-dro …)
  • Hentoù (ratreañ solioù an hentoù hag ar riblennoù-straed, krouiñ riblennoù-straed, skoaselloù, dinaou an dour glav)
  • Diorroadur ekonomikel (stalioù-kenwerzh, takadoù labourerezh…)

Penaos dont da vezañ ezel eus ur c’huzul-karter ?

Tennañ tud d’ar sort diwar rolloù an dilennerien a vo unan eus an doareoù pennañ evit sevel ar c’huzulioù-karter nevez. Met ne raio berzh ar raktres nemet gant mennedigezh an annezidi hag obererien ar c’hevredigezhioù hag ar micherioù eus ar c’harter.

1 – Bezañ tennet d’ar sort

Tennet e oa bet annezidi d’ar sort, diwar rolloù an dilennerien, gant servij urzhiataerezh kêr Gemper d’an 12 viz Mae, dindan kontroll un urcher, evit ma ne c’hallo den ebet kavout abeg e roll izili ar c’huzulioù-karter.

2 – Lakaat e anv er c’huzulioù-karter

Galvet eo an holl dud mennet, pe e vefent annezidi eus ar c’harter pe e vefent dileuridi kevredigezhioù, da ginnig o anv evit ar c’huzulioù-karter.