Tolpad-kêrioù hag etrekumunelezhioù

Ezel eo Kêr Gemper eus Kemper Breizh Izel hag eus meur a sindikad etre kumunioù.

Kemper Breizh Izel, un tolpad-kêrioù

D’ar 27 a viz Kerzu 1993 e oa bet krouet ur gumuniezh-kumunioù, Kemper Kumuniezh, a vode tro-dro da Gemper : An Erge-Vras, Gwengad ha Plogoneg. Tri bloaz diwezhatoc’h, d’an 23 a viz Kerzu 1996 e oa bet brasaet Kemper Kumuniezh gant Ploveilh, Ploneiz ha Pluguen. Gant se e oa seizh kumun ezel en holl er gumuniezh. Pa oa bet krouet e oa bet treuzkaset dezhi un toullad kefridioù (diorren ekonomikel, touristerezh, lastez) hag aveadurioù (poulloù-neuial, atalieroù da c’hortoz, tiez an embregerezhioù, takadoù labourerezh).

Abaoe ar 1a viz Genver 2000 eo bodet ar seizh kumun a zo e Kemper Kumuniezh e-barzh ur gumuniezh-tolpad-kêrioù. D’ar 1a viz Genver 2011 e oa en em gavet Lokorn e Kemper Kumuniezh. Gant se ez eus eizh kumun en holl e-barzh ar gumuniezh tolpad-kêrioù.

Evel pep diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) e rank Kemper Kumuniezh ober diouzh pennaenn an arbennigiezh : ne ra nemet war-dro an dachenn varregezh a zo bet treuzkaset dezhi. Un DPKE a vez meret, dre vras, evel ur gumun.

Poblañs ar gumuniezh-se a sav da 90 283 annezad bremañ (sifroù gant an EBSSA d’an 31 a viz Gouere 2010).

  • Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Kemper Breizh Izel.
Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e