Gevelladennoù

Remscheid (Alamagn)

Vue de RemsheidE Nordrhein-Westfalen, e kornôg Alamagn, emañ Remscheid, gant ur c’hoad bras-meurbet tro-dro dezhi. Gwechall e voe kavell an houarn hag ar goveliañ artizanel, ha bremañ ez eo ur greizenn a bouez evit greanterezh alaman ar binvioù, ar sevel mekanikoù, hag ivez ur pol kenwerzh ha servijoù.

E-leizh a draoù dibar a ginnig Remscheid d’he gweladennerien evel Mirdi Broadel Röntgen, Mirdi Broadel ar Binvioù, karterioù istorel kozh Lennep, ar pont hent-houarn uhelañ en Alamagn, ar Mirdi Rannvroel hag all…

Kaer eo ar maezioù tro-war-dro hag ur prof hep e bar int, ken evit ar 126 000 a dud a zo o chom e Remscheid ken evit ar veajourien. En em astenn a ra koadoù ar Bergisches Land betek holl garterioù kêr ha goloet eo an traoñiennoù hag ar rozioù gant parkeier ha pradoù.

Gant 40 bloavezh a skiant-prenet hag ur c’hant ezel bennak eo oberiant-kenañ ar c’hevelladenn etre Kemper ha Remscheid. Bep bloaz e vez graet e-leizh a eskemmoù etre ar skolioù hag a eskemmoù sevenadurel. Da vare Yaou-Bask e vez liammoù a vignoniezh etre ar familhoù alaman ha breton pa’z a an eil re da welet ar re all. Abadennoù sport evel Stampadoù ar Bradenn zo un digarez evit Rederien ar Bradenn hag ar rederien war droad eus Remscheid d’en em gavout asambles da bleustriñ o sport muiañ-karet.


Luimneach-Limerick (Iwerzhon)

Le King John's Castle à Limerick, IrelandeLuimneach eo ar pevare kêr vrasañ eus Iwerzhon a-fet poblañs, gant 57 606 a annezidi niveret e 2011, ha war-dro 100 000 a annezidi ma konter an dud a zo o chom er bannlev. E-kreiz Cúige Mumhan (proviñs Munster) emañ, e kornôg Iwerzhon, en ur rannvro lesanvet « ar Midwest ». Hag hi e penn ar bed e chom ur c’hroashent aes da vont betek enni ; 200 km hent zo etre hi ha Dulenn (Dublin) ha 100 km etre hi ha Corcaigh (Cork) ha Gaillimh (Galway). Gant ar stêr an tSionainn (Shannon) eo treizhet Luimneach ha liammet-strizh eo he anv ouzh hini ar stêr : ober a reer « rannvro an tSionainn » eus ar c’horn-bro a-wechoù.

Gant al lec’hiet-kaer ma’z eo hag he forzh, unan eus porzhioù-kenwerzh pennañ Iwerzhon, Luimneach zo brudet evit he c’henwerzh etrebroadel. Ur vammenn dibar a startijenn ekonomikel eo kêr evit ul lodenn vras eus Iwerzhon.

Gwechall e oa anavezet dre ma oa puilh gounidoù al labour-douar eno, ha ma oa tost da v-Machaire méith na Mumhan (Golden Vale), ur c’hornad strujus-kenañ. Abaoe dibenn ar bloavezhioù 1950 eo deuet da vezañ ur greizenn industriel a bouez. E 1958 e oa deuet rannvro an tSionainn da vezañ takad frank kentañ ar bed ha dedennet e oa bet di embregerezhioù estren a-leizh. Ar « Silicon Valley » iwerzhonat eo deuet Luimneach da vezañ. Gennad ar skiant, an ijinouriezh hag an teknologiezhioù uhel zo o tiorren eno.

E Luimneach, evel e Kemper, e roer ul lec’h bras d’ar sevenadur ha d’an hengoun. Roet e oa bet dezhi an titl kentañ a gêr ar sevenadur er vro e 2014. Puilh eo al lennegezh, an arzoù hag ar sonerezh hag enni ez eus mirdioù a-leizh (Mirdi Hunt en o zouez), palieroù arz hag un toullad ensavadurioù sevenadurel evel Akademiezh iwerzhonat bed ar sonerezh hag an dañs, an Irish Chamber Orchestra… Un dra vat eo an holl draoù-se e gwirionez evit tud kêr. Stank eo ar boblañs ha dreist-holl ar studierien (20 000 studier zo e kêr). Luimneach, ur gêr skolveurel anezhi, a zigor he dorioù d’ar skolioù brasañ (Limerick Institute of technology pe c’hoazh Mary Immaculate College).

Gevelladenn

E 1981 o doa sinet Kemper ha Luimneach-Limerick o c’henemglev gevelliñ. Diskouez a ra al liamm-se etrezo o deus c’hoant d’en em binvidikaat war dachenn ar sevenadur. Merket eo an darempred-se gant an orin kelt hag an doug d’an hengoun ha d’ar glad. Gant an traoù boutin a zo etrezomp omp unanet hag e c’hallomp lakaat kreskiñ hor c’henlabour, diazezet war an eskemmoù ekonomikel hag an eskemmoù etre ar skolioù.

Abaoe ez eus bet sevenet eskemmoù ha raktresoù a-leizh evit ar yaouankiz, ar sevenadur hag an arz.

  • Gouelioù-meur Kerne 1981 : ur festival gouestlet da Iwerzhon evit lidañ ar c’henemglev gevelliñ Kemper-Luimneach.
  • Miz Meurzh 1990 : ar c’hentañ gouel Padrig aozet gant ar poellgor. Goude-se e oa bet aozet abadennoù a-leizh e darempred gant Iwerzhon e-pad meur a vloaz.
  • Miz C’hwevrer 1997 : Al Leurenn vroadel ha Mirdi an Arzoù-kaer o doa kinniget prezegennoù ha pezhioù-c’hoari diwar-benn « Iwerzhon war al Leurenn ».
    1997 : Kroudigezh an ti-embann Eireanna e-kerz an eskemmoù sevenadurel liammet ouzh ar c’hevelladenn Kemper-Luimneach.
  • Miz Meurzh 2006 : Diskouezadeg « Iwerzhon gwelet gant livourien Kerne » en ti-kêr. 62 livadenn gant livourien eus Kerne, diskouezet evit ar c’hevelladenn.
  • Miz Du 2011 : Diskouezadeg gant arzourien eus Luimneach o doa lidet tregont vloaz ar gevelliñ.

Deiziadoù pennañ

  • 1981: Sinet e oa bet ar c’henemglev gevelliñ etre Luimneach-Limerick ha Kemper.
  • Miz Kerzu 1996 : Emvod-meur ar gevredigezh Kemper-Luimneach evit kreñvaat ar c’hoant da ziorren ha da genderc’hel an eskemmoù war tri live : oadourien, studierien ha skolidi. Dekvet deiz-ha-bloaz unaniezh ar skol Jules Ferry ha Corbally Primary School a-drugarez Raymond al Lann (Raymond Le Lann).
  • Miz Ebrel 1997 : Sinadur ar c’henemglev kenlabour etre ar poellgor gevelliñ Kemper- Luimneach hag al Likez (skolaj ha lise).
  • Miz C’hwevrer 1999 : Michel Peñseg (Michel Pensec), ezel eus ar poellgor gevelliñ « Kemper- Luimneach » a oa bet dilennet da brezidant ar gevredigezh rannvroel « Breizh-Iwerhon » (evit erlec’hiañ Polig Monjarret en doa krouet ar gevredigezh-se e 1964)
  • Miz Gouere 2005 : Dileuridi eus Luimneach a oa bet degemeret e-pad Gouelioù-meur Kerne hag e-pad gouel an Europead. Alain Gérard ha Kieran Walsh o doa embannet asambles pegen douget int da Europa.
  • Miz Gwengolo 2006 : Jean-Yves Bozeg en doa kemeret perzh e savidigezh ur raktres europat evit merañ kreiz-kêr Luimneach
  • Miz Gwengolo 2007 : Alain Gérard ha Jean-Yves Bozeg o doa degemeret un dileuriadur maouezed, pennoù embregerezhioù, eus Breizh pe eus Iwerzhon. Pal : kreñvaat an eskemmoù ekonomikel ha labourat asambles e framm programmoù kenober Europa.

Ourense (Spagn - Galiza)

Gant he 108 000 a annezidi, Ourense eo an trede kêr eus Galiza a-fet poblañs ha pennlec’h ur broviñs anvet heñvel eo.

Kavell ar sevenadur galizat eo Ourense. Er mirdi e virer e-leizh a vinvioù eus henoadvezh ar maen, testenioù eus ur binvidigezh arkeologel vras. E-leizh a aspadennoù zo chomet war-lerc’h ar Romaned o doa savet kêr, en o zouez ar pont Vella dreist ar stêr Miño-Minho. Er Grennamzer e kemeras kêr he lañs da vat, evel ma tiskouez iliz-veur kaer San Martiño (Sant Varzhin).

Ouzhpenn bezañ en ur rannvro a labour-douar ha gwin ez eo ivez ur gêr servijoù e « lieskogn armerzhel San Cibrao (Sant-Kiprian) ».

En Ourense ez eus kibelldioù ha mammennoù dindan an amzer evel mammennoù brudet « As Burgas » e kreiz-kêr.

Eskemmoù zo etre liseoù Breizh ha re Galiza. An abadennoù « salud… y palabras », peuzheñvel ouzh an abadennoù digor-kalon yezhoù aozet gant Ti an Holl an Erge-Vihan, a vez kinniget gant ar poellgor gevelliñ. Tro a vez eno da gomz spagnoleg en-dro d’un nebeud tapas.

Eskemmoù ekonomikel zo ivez dre ma’z eus bet sinet ur c’henemglev etre ur palier kenwerzhel eus Ourense ha palier Géant Bro-Gerne. Gant an dra-se e c’haller degemer e stajoù studierien war ar skiantoù ekonomikel, pe war diskiblezhioù all e darempred gant ar c’henwerzh.

La ville de Lavrio située à 60 km d'AthènesLavrio (Gres)

E beg pellañ Attika emañ Lavrio, wa-hed 60 km diouzh Aten. War-dro 10 500 a annezidi zo enni. Lavrio, ul lec’h a bouez evit korvoiñ mengleuzioù, zo deuet da vezañ ur porzh a bouez war aod reter Gres. Lavrio, a zo lec’hiennoù arkeologel tro-dro dezhi (en o zouez templ brudet Poseidon e Kab Sounion), zo ur porzh ma loc’her evit mont d’ar C’hlikadoù.

Lec’hienn ar poellgor gevelliñ

Foggia (Italia)

Foggia en ItalieFoggia zo ur gêr eus Puglia (er biz da Napoli), e su Italia, hag enni tost da 170 000 a annezidi. Brudet eo a bell zo evit he marc’had labour-douar. Gouezet he deus kas he gennad gounezvouederezh war-raok. Ur glad arkeologel pinvidik a bouez a gaver enni hag anavezet eo ivez evit he festival jazz.

En em harpañ a ra ar poellgor gevelliñ war skiant-prenet ar genseurtiezh Italia-Breizh : en em glokaat a ra an eil kevredigezh hag eben ha c’hoant o deus da lakaat Kemperiz d’ober anaoudegezh gant ur vro, ur yezh hag ur sevenadur pinvidik.

Lec’hienn ar poellgor gevelliñ

Lec’hienn kumun Foggia

Yantai (Sina)

La ville de Yantai en ChineYantai, ger-ha-ger « tour moged », eo kêr brefeti ledenez Shandong, 750 km diouzh Beijing. Adal da Gorea ar Su ha Korea an Norzh emañ Yantai ha bevennet eo en norzh gant mor Bohai hag er su gant ar mor Melen. Enni ez eus 1,5 milion a annezidi, ha 6,47 milion a annezidi zo en holl ma konter an 12 isrann (4 distrig, 7 kêr-distrig hag 1 Xian (kontelezh)).

Abaoe dibenn an XXvet kantved e kresk Yantai en un doare dreistordinal. Ur greizenn industriel vras eo (an 2l kêr vrasañ eo e Shandong goude Qingdao). Emañ er renk kentañ war tachennoù an oberiañ hag an enklask evit an deknologiezh uhel ha gant-se ez eo ar 6vet takad diorren eus ar vro. Enni emañ ivez porzh-pesketa brasañ Shandong, ar pezh a ro dezhi ul lec’h strategel ha n’eo ket dister en eskemmoù etrebroadel.

Yantai zo en ur rannvro gwiniegi brav-kenañ ar stal ganti, hag a zeu da vezañ brudet er bed a-bezh. Kavout a reer enni, a-hend-all, ar c’hoshañ kav bras eus ar vro : Changyu ha mirdi ar gwin e kreiz-kêr. Brudet eo ivez evit al labour-douar, dreist-holl evit an avaloù hag ar per.

Hollgaer eo Yantai gant ar gwel meur hollgaer war ar menezioù Kunyu ha bae Changsan gant he 32 enezenn. Dudius eo ivez ar c’hilometradoù a aod-draezh hag an niver bras a dachennoù c’hoari, en o zouez ar Pavilhon Penglai (ar 4e park gwellañ e Sina). Deuet eo Yantai da vezañ ur rannvro a sach kalz a douristed.

Gevelliñ

An darempredoù etre Sina ha Breizh o deus ur gwir istor, kreñv ha padus.

Kêr Roazhon e oa bet ar gêr gentañ eus Frañs o tegemer studierien eus Sina e 1964, ur bloavezh hag a verkas deroù eskemmoù a-leizh etre Sina ha Breizh. E 1985 e oa bet sinet gant rannvro Breizh ha proviñs Shandong un emglev kenlabour, ur gwir vammenn a startijenn evit an ekonomiezh war meur a dachenn. Ur c’henlabour anat, pa weler an traoù a-leizh a zo boutin d’hon div rannvro, al lec’hioù m’emaint, o ekonomiezh kreñv, hag a dalvoudeka al labour-douar, labour ar mor, an industriezh hag an touristerezh, hag ivez ar pouez roet d’ar sevenadur ha d’an hengoun.

Abaoe 2005 emañ Kemper ha Yantai o vodañ o chemet e servij ar gelennadurezh, ar gounezvouederezh hag an touristerezh evit lakaat diwanañ raktresoù nevezus ha dedennus. Ur c’hoant kreñv zo ivez d’en em vodañ gant ur spered kenlodennañ hag emouestlañ dre seveniñ darvoudoù, oberoù pe emgavioù etre obererien an div rannvro.

Er bloavezhioù diwezhañ he deus skoulmet Kemper ul liamm prizius gant Kevredigezh gall-ha-sinaat Kerne (kevredigezh hep pal kenwerzhel ebet). Gant an dra-se eo aesaet an emgavioù sevenadurel hag e kresk an eskemmoù etre Kemper ha Yantai.

Deiziadoù pennañ

  • 2002 : Kinnig gevelliñ etre Yantai ha Kemper.
  • Octobre 2004 : Sinet e oa bet e Kemper ul lizher mennadiñ gant maered an div gêr evit skoulmañ un emglev gevelliñ.
  • Mae 2005 : Sinet e oa bet, e Yantai, ul lizher gant an daou vaer, an ao.ao. Zhou Qi hag Alain Gérard, evit aotren ar gevelliñ etre Yantai ha Kemper. Un deiziad arouezel e oa dre ma oa lidet ivez 20vet deiz-ha-bloaz unaniezh proviñs Shandong ha Breizh.
  • Kerzu 2009 : dileuridi eus Sina a oa bet degemeret e Kemper, ar pezh a lakae kreskiñ ar youl da ziorren eskemmoù studierien hag eskemmoù kenwerzhel prevez koulz ha publik.
  • 2013-2014 : Labourioù hañv, eskemmoù studierien.

Servij darempredoù publik kêr Gemper

Ti Kêr ha tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02 98 98 89 61
Postel : relations.publiques@quimper.bzh

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e